Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/344

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 288 —


RADIC SALIOU
(GWEZ KENTA.)
____


Radic Saliou, ar plac’h coant,
   Tralira, lira, lira, diraineu !
’Zo brodet he saë en arc’hant ;

   He c’hanteleurio goarnisset en aour,
   Tralira, lira, lira, diraineu !
Mès en he henor, hi zo paour ;

   Rac pa sonch d’he mamm ha d’he zad
A ve ’n he guele, cousked mad,

   Hi ’ve o treuzi ar riviero,
D’vont da Germaner, davèd ann aotro ;

   D’vont da Germaner, davèd ann aotro,
Da c’hoari ann dinz hac ar c’harto.

   Radic Saliou a lâre
Eun noz, en danso, ha neuze :

   — Danset, emezhi, ’r pez a geret,
Rac evit me na dansin ket.

   Radic Saliou a ouele.
Met ann aotro hi c’honsole :

   — Tawet, Radic, na ouelet ket,
Me raïo ma veet dimezet ;

   Me raïo ma veet dimezet
Da unan ma domestiqued.

   — Mar em he unan a dud ho ti,
Me a rinco caout Lafleuri.

   — Te, Lafleuri, a eureujo
Ma douz coant Radic Salio ;

   Ma douz coant Radic Salio,
Cant scoed en arc’hant gwenn as bô.