Eur plac’h iaouanc euz a Oelo,
A gichen parrez Sant Cado,
Hi deveus scrivet eul lizer,
Da gass d’he c’hloarec, da Gemper.
Ar c’hloarec iaouanc a lâre,
Nac al lizer dre ma lenne :
— Al lizer-man a zo scrivet
Gant eur plac’h iaouanc divezet ;
Me ho ped, c’hui, tud ar plac’h-man.
Da zont dizul da Gerourgan ;
Da zont dizul da Gerourgan,
Nin gavo eno da barlant.
Nac er verred p’int antreet,
He dous cloarec deus rencontret.
— Debonjour d’ac’h, cloarec iaouanc,
C’hui a ra d’am c’halon tourmant.
— Mar eo tourmantet ho calon,
Me na on caus, eu neb fesson.
D’am zad, d’am mamm e prometis
A vijen-me den a ilis.
— Beza bêlec ’zo scurpuluz,
Ouspenn, eun etat danjuruz ;
Deuz va ine veoc’h carget,
Ha deuz re ar bénitanted...
— D’am zad, d’am mamm e prometis
A vijen-me den a ilis ;
P’am eus prometet, me iello,
Facho ouzin neb a garo.
— Na pa na allan en neb giz
Nac o tistrei deuz an iliz,