Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/304

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 248 —


   Te oa en plass da alloud zilaou piz anezhe,
Ar c’homjo elocant a oa bet en-tre-z-he.

   Ma mestrezic ’zo hanvet deuz eur boket sousi,
Pe diouz eur rozen ru, pa ve ’n he iêoni ;

   Pa ve troc’het he grïo a deu da dristaad ;
O Doue, ma c’halon baour, na oufes biken pâd !

   O Doue, ma c’halon baour, penoz e pâdi te,
Na da lavaret adieu d’hes dous, d’hes carante?

   O Doue, ma c’halon baour, rannan ri gant glac’har,
O lâret adieu d’hes dous, d’hes dous ’n hini da gar !

   Disul ar c’hazimodo, ’wit ar bloaz tremenet,
Me a oa gant ma mestrès en corn he c’habinet ;

   Ha me o clewet unan o drouc-comz ac’hanon,
’Vel, war ar batimancho, pa ve tenno canon ;

   Me o clewet eur gwall-deod o drouc-comz war ma stad,
Evel an tenno canon ’bars en creiz eur gombad.

   Me ’crigin em mestrezic hac hen em retiran,
Ha me o vonet ganthi d’ar c’hambrjo huellan.

   Nac he zad a oa enn-ho, na war tout dôr he gambr,
Eur visaj a oa outhan ’vel bisaj eun tyrant.

   — Mar na garet-hu, ma merc’h, dilezel an den-ze,
M’ho privo deuz ma mado, en durant ma buhe !

   Fanchon, ’vel ma deus clewet, hec’h â d’he c’habinet,
Na da scrivan eul lizer gant eur galon touchet [1].

  1. Une autre leçon donne une fin différente. La jeune fille répond à l’ordre intimé par son père :

       — Ho zalv ho crâz, emezhi, ober se mar ve ret,
    Abenn eun tri de aman vin marw hac interret ;

       Aben eun tri de aman, vin marw hac interret
    ’Bars en berred Gurnhuël (1), p’ ôtramant er porched !

       Ha me ho ped holl breman, pôtred a C’hurnhuël,
    Pa glewfet a vin maro, laret peb a beden.

       Ha pedet ar vêleïen da dont d’am interrin,
    Ebars er c’heur huëllan, en corn ar marchepi.

       Laket eur groaz war ma be, ha scrivet war-n-ezhi
    Penoz a vin-me marwet gant ar melanconi.

       Me ho ped, ma zervijer, pa glewfet vin maro,
    Na prenet eun habit du, da dougen d’in canvo ;

       Na prenet eun habit du, da dougen d’in canvo,
    Rac abalaraour d’ac’h-c’hui eo a vin-me maro !

    (1) Gurunhuel, commune des Côtes-du-Nord, canton de Belle-Isle-en-terre.