Casset ho deus ma dousic coant,
Oh ! ia, da Wengamp d’ar gouant.
Ha pa goustfe d’in pemp cant scoet,
Me iell da Wengamp d’hi gwelet.
Bars en Gwengamp p’on arruet,
Ma mestrès coant am eus gwelet.
— Bonjour ha joa, ma dousic coant,
Deut-on d’ho cuelet da Wengamp.
Lavaret d’in ma mestrezic,
Petra lâr d’ac’h ho calonic ?
— Ma c’halonic a lavai d’in
Caret vad d’ann nep a gar d’in ;
Caret vad d’ann nep a gar d’in,
D’in ma c’hunan, dreist pep-hiui.
— Tri re votou am eus uzet,
Ma dousic coant, ’tout d’ho cuelet ;
Prest on da uzan ’r bewar re,
Ha c’hoas n’ouzon ket ho toare.
— Mar oc’h scuiz oc’h uza botou,
Deut war zodennou ho lêrou,
Pe grêt ober ’r galochou lezr,
Pe, mar doc’h scuiz, chomit er gêr ;
Didosta, envnic rouz, gant da vouez trionfant,
Da zilaou prepozio en-tre daou den iaouanc ;
Da zilaou ar prepozio a zo bet en-tre-z-he ;
Te oa en plas da alloud zilaou piz anezhe ;