Setu oe grêt an eured, gant peb solennité :
Tapet oe an oac’h iaouanc war geïnn eun incane,
Bete-goût teuje d’ezhan dougen bonet he dad.
Na oa ket a drouc-zeblant : commanset oa er fad.
Mar plij ganec’h, silaouet, hac e clewfet canan
Eur chanson divertissant ’zo zavet er bloa-man ;
A zo grêt d’eur plac’h iaouanc a deuz cuitêt he bro ;
He c’hérent hac he ligné, hol e-maint en canvo.
D’an amzer ma oa laeret, oa ar gwaz gant he zad ;
En em disken eur bannac’h, oc’h eva boutaillad ;
En em disken eur bannac’h, oc’h eva d’he iéc’hed ;
— « Otro, ho merc’h Margodic am eus c’hoant da gavet. »
An itron a oa prezant, a respont prontamant :
— « Na grédan ket ec’h afe gant mab eur païzant ;
« He zad a zo den gentil, he mamm a zo itron,
« Ma merc’h a zo dimezel euz a gondision ;
« Ma merc’h a zo dimezel dimeuz a La Boissier,
« Na gredan ket ec’h afe gant eur palefrigner ! »
Ar gwaz a nefoa speret, na laras gir a-bed,
Hac a lèzas au itron d’achui he c’houplet...
Eun de, p’errujont er gêr, a zo d’hê annonset,
Na gant ho merc’h Henori, a oa Margot collet.
Kerkent zo zavet enclasc, partout dre an noblans ;
Na vân na zâl, na kigin, bars an apartanans;
Na vân na zâl, na kigin, na cambr, na marchossi,
Clasket ec’h ê Margodic bete ’bars er c’houldri ;
Clasket ec’h ê Margodic en noblans tro-war-dro,
Bete ’n poul-rod ar vilin a zellè un otro.