Ha da gemer da vevel, ar rest deuz da vuhe.
Hac hi hac o nem glewet neuze, eun daou pe dri,
Da brena eur wisdantin, da vont d’hi laëres di.
Ha pa antrejont en ti, ar plac’h oa o trempa ;
Hi teurel ar wisdantin war scudel Yvona.
Yvona, pa d’oa debret eun daou loaïad pe dri,
Hac hi tôl he botou-coat en creiz leuren an ti,
Hac o vont da Gerveno, da gavout Iann Raizon.
Set-hi fourret er prizon, ha tapet ar pichon ;
Tapet a oa ar pichon, na oa ket bet a boan,
Ha casset da Gerveno, da beurdibri he c’hoan.
Person Sant Gily ’lâre, ar zul nessa, ’n he brôn :
— Clewet ’m eus, Sant Giloïs, poa laëret eur pichon.
Ar c’houldri nefa honnès na nefa nemert-hi,
Mes credet, Sant-Giloïs, ret vezo hi renti.
Ar goaz a gomer aon, o clewet ar person,
’C’h a da gouldri Kerveno, da gerc’had he bichon ;
’C’h a da gerc’had he bichon, da gouldri Kerveno,
Hac hen ’c’ha d’hi c’hass neuze da gouldri Keraval,
Da zicour an hini goz d’ober goadigenno.
Iann Raizon a lavare, pa antree en ti :
— Setu aze ho merc’hic, pa na deut da wit-hi.
Bet ê ’c’h ober eur bale, da c’hortoz an eured ;
Na c’houllet ket hi rei d’in, met ober a refet,
Ar pôtr coz, p’hen eus clewet, a zao ouz he wele,
Da vont da di ar Justis, an dewarlerc’h beure.
Da vont da di ar Justis, wit ober eun decret ;
Wit m’ho dijent galeo, pe ma vijent dewet...
— Ma zad, me c’houlen pardon, nac a greiz ma c’halon
Well ê d’in beza eureujet ’wit chom en abandon.
C’hui ive ho poa laëret ma mamm a di he zad,
Ha se n’eus ket ho harzet da ober ligne vad ! »
An hini goz, o clewet, e deus neuze lâret :
— Na ei den d’ar galeo, ha na vô den crouget.
Gwell ê repari an drouc, mar ê grêt ar pec’hed…