Mar d’ê gwir oc’h-c’hui dimezet,
Ma goalenn d’in-me a rofet,
Rac an arc’hant, an aour melen
N’int ket ouz groeg kivijerrien.
— Cloarec iaouanc, ma escuzet,
Eun dengentil eo am eus bet.
— Hac a ve dengentil ha nobl,
’Man he lojen war vord an od ;
’Man he lojen war vord ar ster,
Henval ouz hini eur c’hivijer.
... Ar wreg iaouanc a lavare,
Er gêr d’he mamm, pa arrue :
— Itron Varia ar Folgoat !
Penos c’hallo ma c’halon pad ?
Penos c’hallo ma c’halon pad,
’Santout c’houez lezr gant he zillad ?
— Tawet, ma merc’h, na oelet ket,
Perc’hen an aour oc’h eus-c’hui bet ;
Perc’hen an aour hac an arc’hant,
Hac ar c’hloarec n’ê nemet coant !
... Et ê ’r c’hivijer da Landréger,
Me garje biken na deufe d’ar gêr !
Na oa ket he gir peur-lavaret,
Eul lizer ’n he dorn ’zo digasset.
Digasset lizer d’ezhi d’ar gêr,
Da lâret oa marw ar c’hivijer.
... Ar c’hloarec iaouanc a lavare.
En cambr he studi, eun de a oe :
— Eun dra a newez ’zo c’hoarvezet ;
Ter feillen em Ieor a zo breignet;
Ter feillen ’zo couezet d’an douar,
Intanvezet ê an neb am c’har !
Eomp da Wengamp d’hi eureujin ;
Intanvezet ê ’n neb a blij d’in !