Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/286

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 230 —


GROEG AR C’HIVIJER
____


   Guech-all a zo bet eun amzer
E carrien me parrous Kemper,

   Hac hi c’harrien fidelamant,
Dre ’m boa en-hi eur vestrès coant.

   P’oan o retorn a Vontroulès,
Me ’clewet comz euz ma mestrès ;

   Me ’clewet unan o lâret :
— Mestrès ’n den-man ’zo dimezet ;

   Dimezet è he vestrès coant
D’eur c’hivijer euz a Wengamp [1].

   Ha me kerkent hac o lâret
’C’h ajen da Wengamp d’hi guelet ;

   Lâret ec’h ajen da Wengamp,
Ewit guelet ma dousic coant...

   Pa oan war baveo Guengamp,
Me ’welet ma mestrès ’n hi c’hambr;

   Me ’welet ma mestrès ’n hi c’hamhr,
Diraz-hi mezelour ardant.

   Ha me da lavaret d’ezhi
N’ajen ket ’n hi c’hambr da gomz gant-hi ;

   Ma carrie diskenn war ar pave
Me gomzje out-hi, hep dale...

   — Ma mestrès, d’in-me lavaret,
Ha gwir ar c’hezlo ’m eus clewet ?

   Ha gwir ar c’hezlo ’m eus clewet ?
Mar d’è gwir oc’h c’hui dimezet?

  1. Setu aze eur c’hloarec kès
    A zo dimezet he vestrès.

       Set’ aze eur c’hloarec iaouanc
    ’Zo dimezet he vestrès coant ;

       ’Zo dimezet he vestrès coant
    D’ur c’hivijer euz a Wengamp.