Sansiplan marc’hadourès a zo war an douar
Eo hini an dud iaouanc, c’hui, ma mestrès, hen goar :
Ar c’hentan bezan tiet, an eil bezan fiet,
An dervet, coll ar fortun, — diwallet, mar keret !
Keranborn. — 1870.
M’am bije bet crayon, pluen, liou ha paper,
Me ’gomposje eur zon, da dremen an amzer ;
Me ’gomposje eur zon d’in ha d’am mestrès coant,
Deus plantet em c’halon eur fleuren a dourmant.
Me a wel ma mestrès ’n he jardin retiret,
Beuzet en he dêlo, o planta tri boket ;
O planta tri boket euz ar c’hêra fleurio,
D’ober he c’hurunen, eun de a erruo ;
Hac o planta tri all euz a fleurio newe
’Wit ober ma hini, na da dri de goude.
Me a wel ma mestrès indan eul loreen,
Imach ar grucifi ganthi en he c’herc’hen,
Imach ar grucifi ganthi en he c’herc’hen ;
Ober a ra d’in zin da vonet ’n hi c’hichen.
— N’eo ket c’hui, ma mestrès, ho poa lavaret d’in
Da bemp bloa war-n-ugent ’teujac’h d’am dimezi ?
Da bemp bloa war-n-ugent ’teujac’h d’am dimezi,
Ha pa grocjac’h ’n ho c’huec’h teujac’h d’am eureuji ?
— Ma vijec’h en Paris procuror pe noter,
’N deujac’h ket da zellet euz eur plac’h ken dister.
— Ma vijen en Paris, emperor pe roue,
Ha c’hui, ma mestrès coant, o clasc bara bemde,