Disul vintinn, pa zavis,
Tri marc’heger a rancontris ;
Tri marc’heger accoutret mad,
Daou ’oa war varc’h, unan war droad.
An daou war varc’h ma zremenas,
’N hini war droad ma zaludas ;
’N hini war droad ma zaludas,
Eur poc pe daou a c’houlennas.
— Comerrit daou, ha ma losket.
— Ma c’halon baour ’zo gonezet ;
Ma c’halon baour ’zo gonezet
Gant eur plac’h coant ’m eus rancontret.
Ma zad, ma mamm ho deus madou
Ewit ma c’hass d’ar scolajou ;
D’ar scolajou, da Sant-Briec,
Wit ober ouzin eur bêlec.
Ewit bêlec me na vin ket ;
Gwell eo ganin beza crouget !
Gwell eo ganin beza crouget,
Gant eur gordenn tric’huec’h troated !
Gwell eo ganin beza beuzet
Bars ar mor don, tric’huec’h gouret ;
Bars ar mor don, tric’huec’h gouret,
’Lec’h ma ve tapet ar pesked,
Ha pa veint braz, a veint laket
D’ober chaous gwenn d’ar soudardet.
Noz kenta ma ofern newez,
Peder boutez ’ndan ma guele,