Eun inkin glaz war he barlen,
Eur merinos en he c’herc’hen,
Eur c’harcan aour an dro d’he gouc,
Ha gant Tersec int pêet tout !
P’a Perrinic en toullou clos,
Ve Tersec o chach war he broz,
Ve Tersec o chach war he broz ;
— Perrin, poent ê mont da repos !
Deuz an Tour d’Auvergn vo gwelet
Vont ganthan d’he gambr da gousked ;
Ha ma ve huchet war Dersec,
— Te ec’h ê zur cog ar merc’hed !
— Tewet, Perrin, na oelet ket,
Me hoc’h eureujo, pa gerfet.
Set’ int dimêt hac eureujet,
Hac et ’n eur guele da gousked !
Anna Drutot. Pédernec.
Ehars en kêr Lanhuon a zo eur plac’h iaouanc
Hac a deuz tri amourous da bere a deus c’hoant.
Ar c’hentan zo piquer-min, egile zo toër,
Egile zo quiginer, da heman eo an affer.
Me am eus roët d’ezhi boutou diou wec’h griet.
Me a garrie, coantennic, beza ganeoc’h cousket.
Deut-hu ganen-me, Monic, deut-hu ganen d’am zi,
Na pô netra da ober, nemet em bourmeni.