Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/246

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 100 —


REMED AN AMOUROUS CLANV
____


   Clewet hoc’h euz gant an dud fur
Eo mad corrija an natur ;

   Eo mad corrija an natur,
Rei an amitié dre vuzur.

   Biscoaz glao n’eus grêt na dawje,
Awel grenv na diminuje ;

   Amitié domm entre daou den
Gant an amzer a nem gav ién.

   Gwell eo amitié leiz an dorn,
’Wit na eo madô leiz ar forn ;

   Gant amitié ’zo plijadur,
Ha gant madô tammaladur.

   Genet ma mestrès a zo braz ;
Eun diou-jod ru, daoulagad glaz,

   Hac eur geno ken direet
Ma ra mil vad d’in hi gwelet.

   Eun daoulagad a zo ’n he fenn,
Ken sclezr ha dour en eur werenn ;

   He zâl ’zo ’vel eun hanter loar ;
En creiz ma c’halon me hi c’har.

   Evel eur graouen muscadès
Ez eo calonic ma mestrès ;

   Gant eur graouen a zo c’houez mad,
Curante merc’h ’zo direat.

   Pa vin clanv fall war ma guele,
Digasset ma dous ma bete,

   Ha mar na ro d’in ar iec’het
N’am euz ezom a gen remed ;