Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/244

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 188 —


AR VESTRÈS CLANV
____


Me na n’on ket joaüs, ha n’allan ket bezan,
O clevet ac’h eo clanv ma dous, an hini garan.

Ma cretfen mont d’hi zi, me iaffe d’hi gwelet,
Hac a gassfe ganin eun draïc mad bennaquet.

— Debonjour d’ac’h, ma mestrès, gwell braz ho cafan chanchet !
Aboe diwezan gwech, ma mestrès, m’oa ho cuelet !

— Pera ve cauz d’in-me na ven me ket chanchet ?
An derrien zo ganin, a neus ma gwall ôzet.

— Bezan meus du-man gwin, ’boe eizvet ma maëronès,
Me a digasso d’ac’h, mar carret efan, ma mestrès.

— Gwell eo ganin-me dour
Deuz feunteun ma gwir amour,

Evit ma c’h eo gwin-clairet
Digant an hini garan ket.

— Kenavo ta, ma mestrès, kenavo ’r c’hentan gwelet,
Doue hac ar Werc’hes d’ho dalc’ho ’n ho clenvet !

— Kenavo ta, ma mignon, kenavo ’r c’hentan gwelet :
Me requet digant Doue birviken iac’h na vefet !

______________