Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/240

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 184 —


PENNHERÈS KERNENON.
____


   Selaouet hol hac a clewfet
   Eur son ’zo newez gomposet ;
   Eur sonic newez gomposet,
   Da zaou den iaouanc ez eo gret.
      An aotrou Rozar a c’houlenne
         Dirizon la rie !
   En Kernenon pa ’z arrue :
   Dirizon la rière lon la dirizon !

   — Demad ha joa bars an ti-ma,
Ar bennherès pelec’h ema ?

   — Ema duze en bord ar ster
O titiran he lienn sclezr.

   — Pennherezic d’in-me laret
Pelec’h eo et ho tomestiked ?

   — Et int d’gass ann oc’henn d’ann dour,
Aotro Rozar, et d’ho zicour.

   — N’eo ket ewit douran oc’hon
On deut hirio da Gernenon ;

   Nemed ewit ober al lez,
Mar oc’h-c’hui contant, pennheres.

   — Aotro Rozar, d’in-me laret
War ho troad oc’h deut d’am gwelet ?

   N’eus ket a gezec en ti ho tad,
P’oc’h deut d’am gwelet war ho troad ?

   — Pennherezic, goapad a ret,
En ti ma zad-me so kezec :

   Me am eus eun incane gwenn
Hac eur brid arc’hant en he benn,

   Alaouret cornio he diou lez,
’So mad d’ho tougenn, Pennheres.

   — N’eo ket war eun incane gwenn
’Ven-me douget d’ann oferenn,