’N otro markiz a lavare
D’he bôtr marchossi ha neuze :
— Ekipet d’in ma c’harreos cloz,
Ma ’c’h in da Vontroulès fenoz
Pa oa o tiskenn ru Miniec,
A oe ar c’harreos digorret ;
A oe ar c’harreos digorret,
’Wit vijent gant an hol gwelet,
Ha ma lavare pôtred kêr :
— Arru ê ’r varkizez er gêr.
Fantic Bourdel a lavare
D’an ôtrô markiz on de-ze :
— Prenet d’in eun davanjer glaz,
’Wit ma raïo an dud d’in plas.
Pemp cant scoet arc’hant hi deuz bet,
’Wit mezur he mab, pa vo ganet.
— Tawet, Fantic, na oelet ket,
Me deui a wechou d’ho cuelet...
Canet gant eun néérez a Plégat-Gwerrand.
O retorn deuz Sant Iann-ar-Biz,
D’ac’h, Margodic, a brometis
Birviken james feumeulen
Met-oc’h, Margot, na eureujfenn.
— Salocraz, otro, trugare !
N’ veritan ket an enor-ze,
C’hui a zo mab eur c’honseiller,
Me a zo merc’h eur jardinier.