— O clewet ho mouez, me a vezo ravisset,
’Vel p’am bije, p’am bije hoc’h eureujet.
Na piou bennac hac a zo war an douar
A gement n’ê laket evit caout he bar,
N’eus ken d’ober nemet evel a re-ze,
A vo eun de curunet ebars an env !
Jannic Morvan. — Rospez.
— Demad d’ac’h-hu, ma dousic coant !
— Ha d’ac’h ive, cloarec iaouanc !
— Na setu me deut d’ho cuelet,
Mar n’ho carjen na vijen ket.
— Na mar caret, caret bepred,
Mar ’man aman ’n hini garet.
— En esperans-so a vewan :
E-man aman ’n hini garan.
Pa dremenis an ôr vihan,
C’hui a gane hac a re tan ;
C’hui a gane hac a re tan,
’Wit ma c’hlewet na rec’h ket van.
— Mar carjec’h c’hui beza lâret,
Au ôr d’ac’h me ’m boa digorret.
— Me ’m eus eun ti hac eul liorz,
Eur bern keuneud en toul ma forz ;
Stanc ha feunteun am eus ive,
Met eur plac’h coant n’ fot ken d’in-me.
— Mar dê eur plac’h coant a fôt d’eoc’h,
’Wit-on-me n’on ket evidoc’h :
Me a zo gant Doue privet
A goantiri hac a c’henet ;