Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/178

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 122 —


— Me roïo d’eoc’h evit bouquet
   Eur chapelet greun alaouret ;

Eur chapelet a c’hreun couli,
   Ma zervijer, gavfet da bedi.

— Lavar d’in eta, ma mestres,
   Pe d’ar vêri éfomp assambles.

— Me n’ dimezin ket er bloaz-me,
   Na da vloaz na rin ket ive ;

Na da vloaz, na biken jamès,
   Rac me aïo da leanes.

Guell e ganen mont er gouent,
   Eget er bed caout tourment ;

Eno ’m bezo va liberte ;
   Ganeoc’h ’vin tourmantet ’pad va buhe.

— Me a bromet d’eoc’h, va mestres,
   ’Wit ganen n’ veot ket diès.

— Tech ar voazed ’zo d’ lavaret
   Na vent ket rust euz ho groaged ;

Mès pa vent dimêt, êt en boutic,
   Darn anezhe ’ve kizidic :

Neuze ’ve toliou treid ha fassadou,
   Hag alièz boudennadou.

Evel eur vagic var ar stanc,
   E ve calon ar plac’h iaouanc ;

Honnès a ve joaüs ha gê,
   Calon plac’h iaouanc ’ve ive.

Evel eur vag var ar mor braz,
   E ve eur vaouès gant he goaz ;

Honnès ’zo riscl coll he buhe,
   Eur plac’h gant eur goaz ’ve ive

______________