Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/160

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 104 —


XII


— Cân caer, Killoré.
— Jolic, petra faot dide ?
— Caera daouzec traïc a gement ouzoud-te.
— Daouzec cleze mignon,
   O tifoueltra eur pignon,
   Ken munut ha brignon ;
   Ourc’hel, disourc’hel,
   Eunnec gouiz, eunnec porc’hel ;
   Dec lestr war al litter,
   Carget a winn, a vezer ;
   Nao mab armet,
   O tistreï euz ann Naonet,
   Ho c’hlezeier torret,
   Ho rochedo goadet,
   Terrupla mab a c’hore penn
   A spont euz ho gwelet ;
   Eiz dorneric war al leur,
   O torna piz, o torna cleur ;
   Seiz dez ha seiz loar ;
   C’huec’h breur ha c’huec’h c’hoar ;
   Pemp bioc’h duf a-walc’h,
   O tremen douar toualc’h.
   Pevar olé,
   O canan exaudie.
   Ter rouanès er mendi,
   Perc’hen ann tri mab Herri,
   O c’hoari, o fredoni,
   Eur biz arc’hant gant peb-hini ;
   Daou viz arc’hant da Vari,
   Eur biz arc’hant da Vari.
   Caera daouzec traïc a gement ouzoun-me.
      Lâr d’ar c’hloareg dont d’he goan,
   Na c’homo ket pell en poan.


Dastumet en Plouaret.

______________