Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/140

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 84 —

   c’houc, he askell gleiz, he askell dehou, he geinn, he gov,
   he vorzed cleiz, he vorzed dehou, he c’hlinn gleiz.
   Penaoz c’hallo ar voualc’h canan,
   Mar d’eo gwir ê collet gant-han :
He c’hlinn gleiz, he vorzed dehou, he vorzed cleiz, he gov, he
   geinn, he askell dehou, he askell gleiz, he c’houc, he
   benn, he lagad dehou, he lagad cleiz, he deod, he vec ?

      Ar voualc’h hen eus collet :
He vec, he deod, he lagad cleiz, he lagad dehou, he benn, he
   c’houc, he askell gleiz, he askell dehou, he geinn, he gov,
   he vorzed cleiz, he vorzed dehou, he c’hlinn gleiz, he c’hlinn
   dehou.
   Penaoz c’hallo ar voualc’h canan,
   Mar d’eo gwir ê collet gant-han :
He c’hlinn dehou, he c’hlinn gleiz, he vorzed dehou, he vorzed
   cleiz, he gov, he geinn, he askell dehou, he askell gleiz,
   he c’houc, he benn, he lagad dehou, he lagad cleiz, he
   deod, he vec ?

      Ar voualc’h hen eus collet :
He vec, he deod, he lagad cleiz, he lagad dehou, he benn, he
   c’houc, he askell gleiz, he askell dehou, he geinn, he gov,
   he vorzed cleiz, he vorzed dehou, he c’hlinn gleiz, he
   c’hlinn dehou, biz-meud he droad cleiz.
   Penaoz c’hallo ar voualc’h canan,
   Mar d’eo gwir ê collet gant-han :
Biz-meud he droad cleiz, he c’hlinn dehou, he c’hlinn gleiz,
   he vorzed dehou, he vorzed cleiz, he gov, he geinn, he
   askell dehou, he askell gleiz, he c’houc, he benn, he lagad
   dehou, he lagad cleiz, he deod, he vec?

   (Laret evel-se evit hol bizied hac ivinou he daou droad, ann eil goude egile,)

      Ar voualc’h hen eus collet :
He vec, he deod, he lagad cleiz, he lagad dehou, he benn, he
   c’houc, he askell gleiz, he askell dehou, he geinn, he gov,
   he vorzed cleiz, he vorzed dehou, he c’hlinn gleiz, he c’hlinn
   dehou, biz-meud he droad cleiz, he lost.
   Penaoz c’hallo ar voualc’h canan,
   Mar d’eo gwir ê collet gant-han :
He lost, biz-meud he droad cleiz, biz-meud he droad
   dehou, he c’hlinn dehou, he c’hlinn gleiz, he vorzed dehou,