Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/134

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 78 —

   dehou, he scouarn gleiz, he lagad dehou, he lagad cleiz, he
   vec ;
Nin hen dibluo hed-ha-hed.

   Nin zibluo meud troad cleiz al Laouenanic,
Rac henès a zo bihanic, (bis.)
Nin ’zibluo meud he droad cleiz, he droad dehou, ee droad
   cleiz, he cehar dehou, he cehar gleiz, he vorzed dehou, he
   vorzed cleiz, he feskenn dehou, he feskenn gleiz, he askell
   dehou, he askell gleiz, he geinn, he gov, he vruchet, he
   c’houc, he benn, he scouarn dehou, he scouarn gleiz, he
   lagad dehou, he lagad cleiz, he vec ;
Nin hen dibluo hed-ha-hed.

   Nin ’zibluo meud troad dehou al Laouenanic,
Rac henès a zo bihanic. (bis.)
Nin ’zibluo meud he droad dehou, meud he droad cleiz, he
   droad dehou, he droad cleiz, he c’har dehou, he c’har gleiz,
   he vorzed dehou, he vorzed cleiz, he feskenn dehou, he fes-
   kenn gleiz, he askell dehou, he askell gleiz, he geinn, he
   gov, he vruchet, he c’houc, he benn, he scouarn dehou, he
   scouarn gleiz, he lagad dehou, he lagad cleiz, he vec ;
Nin hen dibluo hed-ha-hed.

(Evit diverra, bremann e tibluer, ann eil goude egile, hol
bizied hac hol ivino he daou droad.)

   Nin ’zibluo lost al Laouenanic,
Rac henès a zo bihanic. (bis.)
Nin ’zibluo he lost, ivinou he vizied, he vizied, meud he droad
   dehou, meud he droad cleiz, he droad dehou, he droad cleiz,
   he c’har dehou, he c’har gleiz, he vorzed dehou, he vorzed
   cleiz, he feskenn dehou, he feskenn gleiz, he askell dehou,
   he askell gleiz, he geinn, he gov, he vruchet, he c’houc, he
   benn, he scouarn dehou, he scouarn gleiz, he lagad dehou,
   he lagad cleiz, he vec ;
Hen dibluet hon eus hed-ha-hed !


Canet Gant Guillemette Plassart, euz ar Chloastr,
(Finistère). — décembre 1876.

______________