Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 1 1890.djvu/116

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 60 —


   Ann hol effned a em gavas,
N’oa nemet unan na zeuas.

   Da eured al Laouenanic,
Ann ozac’h a zo bihanic.


Canet gant Guillemet Plassart, euz ar C’hloastr,
en Montroulés, en miz Genveur, 1877.

______________



AR C’HOG IAOUANC HAC AR BOLEZ.
____

Eur wez a oa eur C’hog iaouanc hac eur Bolès, hac a oa fichet coant, da vont da eun devès ; ha pa oant erru e kichenn eur poul, a weljont eno eur wezenn aval, hac eun aval ruz ebars. — Hi ! eme ar Bolès, kers da vouit d’in ann aval ruz. — N’an ket, eme ar C’hog, rac ma zroadic coant [1] a gouezfe er poul, hac a vefe mastaret. — Na reï ket ! Na reï ket ! kers da vouit d’in ann aval ruz. — Hac ar C’hog da vont er wezenn, ha da hija. — Couezet ê ann aval ? — N’eo ket C’hoas. — Hac hen da hijan adarre, hac ann aval ruz da goueza. Met pa oa ann aval o coueza, oa ive troadic coant ar C’hog o coueza er poul. — Lâret mad em boa d’id, Polès ! Kers brema da glasc Caul, da dorcha d’in ma zroadic coant, mastaret epoul.


I

— Caul, deus da dorcha troadic coant ar c’hog, a zo coue- zet er poul. — N’an ket, eme caul. — Ma ! me ’c’h a da glasc gavr d’as debri. — Ma ! kers eta.


II

— Gavr, deus da debri Caul ; Caul na deu ket da dorcha troadic coant ar c’hog, a zo couezet er poul.

— N’an ket, eme ar C’havr. — Ma ! me ’c’h a da glasc Bleiz d’as debri. — Ma ! kers eta.

  1. Var : — Ma zroadic arc’hant.