Na oa blewen war al loen paour
Na dalveent hol eul louis aour ;
Na oa blewen war anezhan
Na oant mad hol da brofitan !
Canet gant Mari Duault.
Me ’m boa gwelet pevar forc’hel
O tansal en eur scudel.
Ar re-ze danse manific,
Met ar plas a oa bihanic
Baon biel, biel, biel ! baon biel a baon !
Ann deiz-all, o tremen eur gêr,
Me welis eno eun dra gaer :
Gwelet ar fubu o torna,
Hac ar c’helienn o tiblouza ;
Baon biel, etc.....
Eur c’haz oc’h ober tro al leur,
Peder logodenn euz he c’heul ;
Peder logodenn hac eur raz,
Soudenn ho dije buhez ’r c’haz.
Baon biel, etc.....
Hac eul logodenn hac eur raz
O tougenn teill war eur c’hravaz ;
Ma lâre ’l logodenn d’ar raz
Carga d’ezhi, e tougje c’hoaz.
Baon biel, etc.....
Me ’m eus gwelt peder logodenn,
Peb a doc houarn war ho fenn,
Peb a gleze euz ho c’hoste,
Hac hi o vonet d’ann arme.