Selaouet holl ha solaouet
Eur zon a zo nevez zavet ;
A zo grêt da vestr Nicolas
Hen eus eur c’haz ’zo habil braz.
Hac an dienn, ive al lès,
Pere hen defe aliès,
Ho efan a ra manific ;
Na chomm netra warlerc’h Moutic.
Na pa ’z ia ar vatès d’ar c’hraou,
’Z ia ganthi he holl besseliou ;
Hac he c’hazic kerkent hac hi,
Da ober eun dans dira-z-hi,
Kement ma laca ar vatès
Da fota he fodadou lès :
Gant ar valiz ez ia en-hi,
Kerkent da diredec d’an ti.
— Eleal, ma mestr Nicolas,
Mar na garet jugi ho caz... !
Mar ga ar c’haz war ar banco,
War ho fass d’ec’h me a roïo ;
Ha mar cafan ’r c’haz gant al lès,
Holl vleo ho penn ’zeuio e-mès !
— Tawet, n’ret ket kement a drouz,
Rac ma Moutic na eo ket louz,
Ha ’wit-han na eo ket disket
Da dapoud logod pe razed,
Holl blijadures ann douar
Ve gwelet ma c’haz o tansal !... »
Keit ma oant gant ho c’homplimant,
E lammas ar c’haz war ar banc,