Pajenn:Luzel - Sermon evit gouel ann hol-zent.djvu/9

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
128
sermon evit gouel an hol-zent.

Kergarel iaouanc a c’houzanvas poaniou criz, er purgator. Eun drouc-speret a dennas anezhan, he c’houg liamet gant eur chadenn houarn, hac a oe laket bars ar moged dû. An tân ann ifern a zo tommoc’h evit glaou bew, war ann douar. Ann avarisius na c’helle ket c’houezan, o iudal hac o lammed evel eur c’hi counnaret. He gorf a c’houeze ar goad, ar mel en he eskern a verve, hac e chomas er poaniou criz-ze ter noz ha tri dez, epad ma oa he dad en he leac’h war ann douar. Pa digwezas er gêr, he vadou hol a roas d’ann ilis, has a reas eur binijenn vraz, en eur glasq he vara, betec ar maro.

Gouvezit ervad, ma faroissianis keaz, morse na ve leusket den a-bed gant Doue da vervel gant ann naoun, rac eun deiz, ar C’hrist a vagas pemp mil den, heb niverra ar vaouezed has ar vugaligou, gant daou dluz ha pemp dorz vara. Eur pec’hed braz eo labourad d’ar zul, hac ive d’ar goueliou, evel eo bet disclezriet d’imp gant ann Aotro Jesus. Heman, o veaji en bro Kerné, en eur brezec ann aviel, a digwezas eur zul en Huëlgoat, hac o vezan eat d’ann ilis evit pedenna, a-roc ann offerenn, a welas tud euz a bep micher o werza, o prena hac ive oc’h eva, en ilis, o c’hortos ann offerenn. Neuze Jesus a scoas anezho, gant he vâz hir ha teo, hac ar varc’hadourien a dec’has-cuit, nemet ar c’hemenerrien, a eseas brouda anezhan, gant ho nadoz. Mes, dre eur burzud saouezus, ann nadoziou holl a em iennas en ho c’hic. Ar c’hemenerrien a dec’has neuze, oc’h hirvoudi hac o lammad, ha calz anezho a deuas da veza cacouz. A-baoue ann deiz-ma, ar c’hemenerrien a zo gwell’ gant-ho mont d’ann davarn eget d’ann ilis.

Ar vezventi a zo mamm da galz a bec’hejou. Ha re a arc’hant hoc’h euz-hu eta ? Goullonteret ho ialc’h oc’h ober aluzennou, rac pa ’z oc’h mezo, a ret avoultriach hac a wallet ar merc’hed. En he iaouankis, ann aotro Priam a ieas d’ann davarn, goude ann offerenn, ha pa oe mezw, e lac’has he dad, a dimezas d’he vamm, hac hen doe pevar mab ha ter verc’h, hac a-benn seiz vloaz, pe eun dra bennac goude, he c’hreg, pehinin a oa he vamm,