Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/9

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
VII

en-dro d’an oaled, a oa brudet tro-dro. Er beilhadegou-ze, e spered a rae, nebeud ha nebeud, anaoudegez gant an tenzor miret etouez ar bobl : gwerziou, soniou ha marvailhou ; e galon a dride dreist-holl o selaou ar c’hontadennou burzudus displeget gant konterien dispar evel Garandel, — leshanvet Kompagnon-Dall, — Alan Kourio hag all. Ne fell ket d’eomp poueza war ar pez a voe beilhadegou Keranborn ; lies a wech, An Uhel en deus displeget meur a hini anê [1].

Pa voe deut evit ar paotrig an ampoent da zeski lenn ha skriva ar galleg, — rak e Keranborn ne veze komzet nemet ar brezoneg, — e voe kaset d’ar skol da Blouaret [2]. Met hir oa an hent a gas eus Keranborn d’ar bourk, ha Franso-Mari, evel ar vugale all eus e oad, a blije d’ezan dilerc’ha war an hent, pe da sellet an dra-man-dra, pe da c’hoari pe, d’an diskar-amzer, da hija ar gwez-avalou pe ar gwez-kraou a gave war e hent. P’arrue diwezat, ar mestr-skol, an « tad Thomas » a c’hourdrouze, a roe pinijennou, — bara sec’h da greisteiz, pe chom eur pennad mat war an daoulin, e-kreiz ar c’hlas [3]. Ze ne harze ket Franso-Mari da adkomans antronoz. A-wechou all e rea skolig al louarn :

Ganen kanfarded all, e-lec’h mont d’ar skol,
Na da wech ’tremenen an deiz, bete kuz-heol,

  1. — Sellit ouz : Une Veillée bretonne au manoir de Keramborgn (Chants de l’Epée, p. 81-95) ; — La Veillée de Noël (Revue de Bretagne et de Vendée, kerzu 1861, p. 430-437); — Alan Kourio (Le Conteur breton, 30 mezeven 1886, p. 275-278, hag ivez e Légendes chrétiennes, II, p. 329-374) ; — Le jour des Morts en Bretagne (L’Echo de Morlaix, 4 du 1874 ; dindan al leshano a Fanch Ar Moal) ; — Veillée de Noël. Apparitions et revenants (Le Morlaisien, 19, 22, 26, 29 kerzu 1877 ; 5 genver 1878) ; — Veillées bretonnes (leor in-18, 292 p. ; Montroulez, J. Mauger ; 1879), bet embannet da genta e Le Morlaisien, 16 du 1878 — 5 c’houevrer 1879, hag e L’Avenir de Morlaix, 8 c’houevrer — 19 ebrel 1879 ; — Une Veillée de Noël en Basse-Bretagne (Revue illustrée de Bretagne et d’Anjou, 1 genver 1888, p. 49-52) ; — Une Veillée bretonne en 1836 (An Oaled, 1934, niverenn 48, p. 134-146)
  2. — Keranborn, d’ar mare-ze, a oa eul lodenn eus Plouaret. Diwezatoc’h, er bloaz 1860 (evit an iliz) hag er bloaz 1866 (evit an ti-kêr), e voe distaget diouz Plouaret, evit ober, gant eun nebeud a lec’hiou all, eur barrez nevez, ar C’hoz-Varc’had pe ar C’houerc’hed (eul lodenn vras ivez eus Plouaret).
  3. — Ar re a fell d’ezo gouzout muioc’h war amzer-skol An Uhel e Plouaret, n’o devo nemet lenn al lodenn genta (Skolig al louarn) eus an envorennou — Henora Lestrézec — en deus embannet e Revue de Bretagne et de Vendée (genver, c’houevrer, meurz 1864), hag embannet a-nevez e Buhez Breiz (mezeven, gouere, gwengolo, du 1924).