Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/86

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
60

goustadik, goustadik, ha gant eun taol troad e tigoras dor ar marchosi, na oa ket serret kloz. Louizig n’en devoe ket an amzer da guzat ar bluenn, hag a chomas souezet da sellet ouz ar roue.

— Petra eo ar bluenn gaer-ze ? eme ar roue.

— Aotrou roue… Aotrou…

— Lâr d’in prim, petra eo ar bluenn-ze ?

— Aotrou roue…, eur bluenn eo eus lost paün prinsez he bleo aour, a zo o chom en he c’hastell arc’hant.

— Mat ! mat ! pell zo a-walc’h ez oun o klask kaout ar bluenn-ze !

Hag he c’hemeras, hag he c’hasas gantan ; ha bep noz e sklerijenne ganti e balez hag e jardinou.

Louizig en devoe keuz bras d’e bluenn. E varc’h a lavaras d’ezan :

— Allaz ! breman ec’h a da gomans hon labouriou hag hon foaniou !

Eur pennadig goude, ar c’hakouz a lavaras d’ar roue :

— Ma ouifec’h, va faeron, petra en deus lâret ar paotr marchosi !

— Ha petra ’n deus lâret ?

— Petra ? Lâret ez eo den da vont da gerc’hat d’ec’h prinsez he bleo aour, a zo o chom en he c’hastell arc’hant !

— Ha gwir ?

— Ya, gwir awalc’h !

— Ma ! grit digemenn d’ezan dont da gomz ganin.

Digemennet eo da Louizig dont da gomz ouz ar roue.

— Lâret hoc’h eus, am eus klevet, beza den da vont da gerc’hat d’in prinsez he bleo aour, a zo o chom en he c’hastell arc’hant !

— Biskoaz, ma roue, n’em eus lâret kement-se.

— Eo, lâret hoc’h eus, ha ret e vo d’ec’h ober.

— Penaos ma Doue, aotrou roue ?

— Ret e vo d’ec’h ober, pe n’eus nemet ar maro evidoc’h !

— Roit d’in bepred eun noz da sonjal.

— Ya, met warc’hoaz ar beure e vo ret d’ec’h mont en hent.

Dont a ra Louizig da gonta e zoare d’e varc’h, ha da ouela ou-