Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/81

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Louizik, mab ar glaouer,
filhor da Roue Frans


————

Ret eo ma ouifec’h
Penaos eur wech,


Mab eur roue en em gollas eun deiz o chaseal en eur c’hoad bras. E-unan e oa chomet, ha ne gave hent ebet er c’hoad. Setu hen nec’het bras, rak, an noz a oa deuet. Dre forz bale, e welas eur sklerijenn pell dioutan. Mont a ra war-zu ar sklerijenn-ze, hag en em gav e-kichen lochenn eur glaouer. Antren a ra, hag e wel eun den koz e-unan etal an tan. Heman a spontas, o welet eun aotrou gwisket ken kaer oc’h antren en e lochennig paour.

— Na spontit ket, va den mat, eme d’ezan ar prins, rak n’em eus droug ebet d’ober d’ec’h. Me ’zo en em gollet ’barz ar c’hoad o chaseal, serret an noz warnoun, ha m’ho pefe ar vadelez d’am loja evit eun noz, e rafec’h plijadur d’in.