Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/65

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
39


— Nann ! nann ! d’ar wreg nevêz eo dleet an enor !

Hag e voe tremenet an aval d’ezi, Met n’oa ket evit dont a-benn da lakaat he c’hontell ennan : bep tro e rampe diwarnan.

— Roit d’in anezan, a lavaras neuze ar roue.

Hag e voe roet d’ezan. Met kaer en devoa ober, n’hallas biken hen boulc’ha ivez.

— Tremenit-han d’int pa lavaran d’ec’h, me ’deuio a-benn anezan, a lavaras c’hoaz merc’h ar roue.

— Goustadik ! goustadik ! eme ar penhêr ; roit-han d’in, m’ho ped. Me ’zo bet oc’h hen kerc’hat, ha n’eus nemedoun aman a c’hallfe hen ranna.

Hag e tennas e gontell vihan eus e c’hodell, hag e rannas an aval eas bras. Ha kerkent e voe gwelet ar brinsez, merc’h ar roue, o koueza war lein he c’hein, rannet he c’halon evel an aval ; ha ne savas ken goude.

— Da bep-hini hervez e oberou ! a lavaras neuze ar brinsez all. Ar brinsez-se he deus gounezet he maro he-unan, o klask hini ar re all : evel m’oa dleet eo c’hoarvezet ganti… C’houi, aotrou roue, a gavan eun tammig re goz evidoun ; ahendall, d’ar penhêr eo bet an holl boan ; d’ezan eo dleet ivez ar gopr, hag hen a vezo va fried, ha nann eun all.

Ma oa joa ha friko a-raok, neuze avat e voe ! Epad eur miz e padas ar festou, ar goueliou, ha dansou hag a bep seurt c’hoariou bemdez !

Me ’oa eno keginerez
Am oa bet eun tamm hag eur bannec’h,
Eun taol kloge war va geno,
Hag abaoue n’oun ket bet eno.
Gant pemp kant skoed hag eur marc’h glaz,
’Vijen êt da welet warc’hoaz ;
Gant kant skoed hag eur marc’h brun,
’Vijen êt warc’hoaz ar penn-sun [1].

.

Kontet gant Franseza an Ewen,
a Bedernek ; 1869.
  1. Sun (Trég.), semaine. (Léon : sizun)