Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/61

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
35


— Ma ! neuze ’vo ret d’ezan ober, pe n’eus nemet ar maro evitan, Setu ma ’z eo digemennet d’ar penhêr mont adarre da gavout ar roue.

— Petra ! hag hoc’h eus lavaret penaos oc’h den da gerc’hat d’in ar Brinsez kaer a zo gant eur serpant en eur c’hastell dalc’het gant peder chadenn aour etre an douar hag an nenv ?

— Biskoaz ger, va roue, n’am eus bet lavaret a gement-se. Ret ’ve lavaret e ve kollet krenn va skiant-vat ganen evit sonjal ober eun dra evel-se.

— Ah ! eo, lavaret hoc’h eus, ha ret e vo d’ec’h ober ar pez hoc’h eus lavaret, pe n’eus nemet ar maro evidoc’h.

— Neuze, mar renkan mervel, pe vervel eno, pe vervel aman, n’eus ket a forz kaer d’in, ha gwella ’m eus d’ober eo êsa bepred. Retorn a ra da gavout e varc’h, hag hen trist mat.

— Petra ’zo a nevez adarre ? a c’houlennas ar marc’h, p’hen gwelas.

— Netra a vat, siouaz ! Lavaret a zo d’in gant ar roue e renkan kerc’hat d’ezan ar brinsez kaer a zo gant eur serpant en eur c’hastell dalc’het gant peder chadenn aour etre an douar hag an nenv. Biskoaz n’em oa klevet komz eus ar brinsez-ze, ha n’ouzoun pelec’h mont d’he c’hlask.

— Me ’oar ; met pell a zo ac’han di, ha kement-se n’eo ket eun dra eas. N’eus forz, mar karit senti ouzin hag ober holl evel ma lavarin d’ec’h, e teufomp c’hoaz a-benn d’en em denn ac’hane. Distroït da gavout ar roue, ha lavarit d’ezan penaos e vo ret va houarna en arc’hant gwenn gant hern a bemp kant livr ouz pep troad, ha dek tach en pep houarn ;

C’houi ma vrido hag a zibro,
A zalc’ho kont eus an tacho.

Neuze e vo ret d’ezan lakaat ober d’ec’h eur c’hleze dir, trempet en binim aspik, hag a drouc’ho an aour evel koad.

Retorn a ra ar penhêr da gavout ar roue, a lavar rei d’ezan holl kement en devo ezomm evit ober e dro.

Pa voe houarnet ar marc’h ha grêt ar c’hleze, ec’h ejont adarre en hent, Mont a reont, mont a reont kement ha kement m’en em