Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/49

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
23


Mont a reont gantan beteg ar vag hag e taol d’eze an holl gig a oa deut gantan. P’o devoe debret leiz o c’hof, e lavarjont d’ezan :

— Hon bennoz d’it. Ni ’oa o vont d’en em zibri ama, ma ne vijes deuet d’hon sikour. M’az pefe biken ezomm ac’hanomp, goulenn, hag e vi sikouret.

— Ma fe ! loenigou paour, ezomm a-walc’h am eus a-vrema.

— Petra ’c’hallomp ober evidout ?

— Lavaret a zo d’in gant ar roue Frans e renkan digas d’ezan da Bariz kastell Prinsez he c’hastell aour, pe n’eus nemet ar maro evidoun.

— Oh ! ma n’eo nemet se, e vezo grêt prestik.

Kerkent ar pevar leon a redas d’ar c’hastell aour hag a zic’hriziennas anezan diwar ar roc’hell ’lec’h ma oa, hag hen dougjont war ar vag. Hag a-raok mont kuit, e lavarjont c’hoaz da Dregont a Bariz :

— C’hoaz az pezo ezomm ac’hanomp, Tregont a Bariz ; met n’eus forz pelec’h e vi, goulenn hag ec’h arrufomp.

An deiz war-lerc’h ar beure, pa zigoras ar roue e zaoulagad, e voe souezet o welet evel ma oa skier e gambr.

— Petra eo kement-man ? a lavaras.

Hag e lampas er-mêz e wele, hag e voûtas e benn er prenestr.

— Hola ! a grias kerkent, setu ar c’hastell aour !

Hag hen da redek da gambr ar brinsez ha da lavaret d’ezi :

— Setu arru ar c’hastell aour !… Deuit da welet !

— Ya, avat ; hen eo, n’hallan ket hen nac’h. Eomp da welet anezan.

Mont a reont, ha d’o heul holl dud al lez.

— Met pelec’h eman an alc’houez ?… Allaz ! dont a ra sonj d’in brema em eus lezet anezan da goueza e fonz ar mor, pa oan o tont ama.

— Eun alc’houez all a vo grêt, eme ar roue, hag e c’hallfomp dimezi dioc’htu.

— Oh ! n’eus den war ar bed hag a c’hallfe ober eun alc’houez da zigeri va c’hastell ; an hini koz a vo ret da gavout, hag ac’han da neuze ne vezo ket grêt an eured, rak em c’hastell aour em eus c’hoant beza enreujet.