Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/46

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
20

kousket o vont. Digemeret mat int adarre. Tregont a Bariz a goagn gant ar brinsez yaouank, rak he zad a oa bepred klanvoc’h-klanv.

— Ac’hanta ! a lavaras d’ezan, grêt hoc’h eus va c’hefridi d’an Heol ?

— Ya ’vat, prinsez.

— Hag en deus lavaret petra ?

— Lavaret en deus penaos dindan troad dehou gwele ho tad a zo eun touseg, ha ken a vo lazet an amprevan lous-ze, ne gavo ket ar yec’hed.

Klasket e voe raktal dindan gwele ar roue koz, ha dindan an troad dehou e voe kavet eur pikol touseg. Lazet e voe, ha kerkent ar roue koz en em gavas ker yac’h ha biskoaz.

An deiz war-lerc’h ar beure, kerkent ha ma savas an heol. Tregont a Bariz hag e gazeg en em lakaas adarre en hent, hag a-benn kuz-heol e oant arru en Pariz, dirak palez ar roue. Ar gazeg a gimiadas neuze digantan, hag a savas en êr, hag e kollas ar gwel anezi.

Tregont a Bariz a antreas er palez hag a yeas kerkent etrezeg ar roue.

— Ac’hanta ! Tregont a Bariz, a lavaras ar roue d’ezan, deut eo da daol da vat ?

— Ya avat, va roue.

— Ha petra en deus lavaret an Heol d’it ?

— An Heol, va roue, en deus lavaret d’in penaos ar pez a lakae anezan da veza ker ruz, pa save diouz ar beure, eo kastell Prinsez he c’hastell aour, pa deue da bara warnan.

— Ma ! hounnez a die beza gwall-gaer, ar brinsez-se !

Tregont a Bariz a zistroas neuze d’e labour, evel kent, hag en devoe peoc’h eur pennadig… Met ar vevelien all a glaske bepred an tu evit koll anezan. Eun deiz, unan aneze a yeas adarre da lavaret d’ar roue :

— Ma ouifac’h, aotrou roue, petra en deus lavaret Tregont a Bariz ?

— Petra en deus lavaret Tregont a Bariz ?

— Lavaret en deus beza den da zigas d’ec’h d’ho palez Prinsez