Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/34

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
8


Ha da gousket.

An deiz war-lerc’h ar beure, e voe kaset C’houevrer adarre da drouc’ha lann, hag ar c’hi gantan adarre.

— N’em eus ezomm ebet eus ar c’hi-man. Dalc’hit anezan er gêr.

— Nann, nann ! ar c’hi a yelo ganec’h.

— Ma !… Met gwelet a vo ha ni a deuio hon-daou emberr ! a lavaras goustadik.

Goude beza trouc’het lann e-pad war-dro eun heur, e c’hoantaas ober eur c’hornad butun. Hag ar c’hi da c’hrougnal, da skrignal e zent ha da lampat gantan,

— Goustadik ! kamarad. Bremaïk e welfomp eur c’hoari all !

Ha C’houevrer o trouc’ha e c’houzoug d’ezan gant e falz, hag o teurel e gorf en douvez. Neuze ec’h eas d’azeza dindan eur wezenn-fao ha da vutunat en peoc’h.

Da greisteiz, p’arruas ar vatez, e oa souezet bras pa na wele nag ar c’hi na C’houevrer. O klask, hen kavas gourvezet en disheol eur wezenn-fao.

— Pelec’h eman ar c’hi ? emezi.

— Ar c’hi ? me ’oar ’vat eo kousket war-dro pe êt war-lerc’h eur c’had bennak.

— Oh ! ar c’hi-ze ne gousk ket evel-se er park, ha ne red ket war-lerc’h ar gedon.

— Ma ! klaskit anezan, mar karit.

Hag ar vatez da glask, hag e keit-se, C’houevrer a zebras ar soup bara gwenn.

— Maleürus ! a lavaras ar vatez, pa welas korf ar c’hi en douvez, — lazet a teus ar c’hi !

Ha hi d’ar gêr raktal da lavaret d’an aotrou.

— Lazet a teus va c’hi, maleürus ! a lavaras an aotrou d’ezan, evel m’arruas.

— Ya sur. Hennez n’eo ket eur c’hi ’oa, met eun diaoul, a sonj d’in. Ha neuze, lavaret em oa d’ec’h miret anezan er gêr !…

— Gwell e vije ganen beza kollet daou c’hant skoed, mab ar c’hagn !

— N’oc’h ket kontant, aotrou ?

— N’oun ket kontant ?… N’em eus ket lavaret ze… Met laza va