Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/32

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
6


— Da gousket brema ! eme an itron. Eat en e wele, Genver a lavare d’ezan e-unan :

— Tapet oun bet hirio, met warc’hoaz e taolin pled.

An deiz war-lerc’h ar beure, e voe kaset adarre da drouc’ha lann d’al lanneg. Ma tremenas an deiz-man evel egile. Ar c’hi a oa gantan adarre, ha ne roe peoc’h ebet d’ezan pa c’hoantae diskuiza eun tammig. Da greisteiz e teuas ar vatez gant diou skudellad soup : ar c’hi a zebras adarre ar soup bara gwenn, ha Genver ar soup bara du. Da guz-heol e tistrojont asamblez d’ar gêr. Genver a oa gwall-skuiz ha naoun bras d’ezan.

— C’hoaz gant na vo ket evel dec’h da noz, a lavare d’ezan e-unan, hag e vin lezet en peoc’h da zibri va c’hoan !

P’arrujont, e oa adarre hanter debret o c’hoan gant ar vevelien all. A-boan ’oa da C’henver beza kroget en e skudellad soup, ma komansas adarre ar vugale da lavaret :

— Me ’m eus c’hoant k… !… Me ’m eus c’hoant st… !…

Genver ne ree van ebet da glevet aneze, hag a lonke soup.

— Alo ! Genver, eme an aotrou, na glevit ket ?

— Eo, sur, met mar karfent gortoz eun tammig.

— Ah ! nann, dioustu ! dioustu !

Ha Genver er-mêz gant ar vugale.

— Prim ! prim ! bugaligou.

Met kaer en devoa hasta, pa retornas, ’oa fin da goan, ha klenket ar boued diwar an daol. Ha ’vel na roe den netra d’ezan :

— Me, aotrou, emezan, am eus gwall labouret an deiz-man, hag am eus naoun.

— Ah ! gwaz a ze d’ec’h ! Lavaret em eus d’ec’h c’hoaz penaos aman an hini a arru, goude ma ve klenket ar boued, n’en deus netra da c’houlenn ken.

— Hola ! houman n’eo ket eur vuhez da veva outi ; labourat e-pad an deiz, ha tremen bep noz hep e goan !…

— Petra, n’oc’h ket kontant ?

— Nann sur, hag eun all em lec’h…

— Neuze ’vo savet korreenn d’ec’h dioustu. Alo ! paotred…

Ha kerkent pevar mevel a grogas en Genver gêz, hen lakaas en noaz hag hen astennas war e gof war an daol : kaer en devoa krial