Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/25

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
XXIII

meuleudi ar barz hag an dastumer kontadennou ha gwerziou a voe anezan. Ar Varzed Ch. Rolland, T. Ar Garrek, Jaffrennou-Taldir a unanas o mouez gante hag a lavaras barzonegou o doa savet e brezoneg en enor da unan eus o re. — An deiz war-lerc’h, e voe eun adpardon e Keranborn. Eun hanter-kant den bennak a oa deut d’en em voda en-dro d’A. Ar Braz, ar « pardoner », c’hoant d’ezo da welet, — pe da adwelet, — ti ginidik An Uhel hag ar biojaou, ha da sellet ouz ar plak e mean-marbr staget, nevez-zo, ouz moger an ti, a-us d’an nor. A. Ar Braz a reas eun tamm kôzeadenn c’houek, evel ma ouie ober, evit rei da anaout pegement e pouezas Keranborn war oberou An Uhel ; hag evit diskouez ar garantez dreist a zouge ar barz da Geranborn, e reas lenn, kentoc’h distaga, gant Ch. Rolland, ar werz savet en he enor, e miz gwengolo 1890. Ha neuze Marc’harid Fulup a ganas, evit an holl bodet endro d’ezi, meur a werz he doa kanet gwechall, en he yaouankiz, d’An Uhel : eun dudi ’voe he c’hlevet. War he lerc’h, Soazig Prigent, merc’h da Gato Guyader, eur ganerez all d’An Uhel, a ganas ivez eur ganaouenn goz. Ar gouel bihan-man, sempl ha didro, en dije plijet kalz d’ar barz, enebour d’ar goueliou leun a drouz hag a dabut.

Ken berr ha m’eo kontet, setu aze, a gav d’eomp, buhez An Uhel gwelet evel m’eman.

Tôlet ha distôlet gant ar bed, studier e Pariz, rejant aman hag ahont, dieller e Kemper, e pep lec’h eo ’n em diskouezet gant e natur, e blegiou a Vreton. Forz pegoulz na pelec’h, ne labouras, e gwirione, nemet war dachenn Breiz.

An taoliou-êsa grêt gantan evit toulla a-ziavêz d’e vro, ne dalvezont ket da galz a dra.

An harp en deus bet kavet war e hent, ha ne deuas ket d’ezan en abeg d’e vro ha ’vit e vro ?

Daoust ha ne c’hoarvez ket memez tra gantan hirie ? An envor anezan a bado keit ha ma vo sonj, nann eus al levr Les