Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/22

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
XX

eur mister koz, Buez Sant Gwennole, abad ; goude, e voe laket e gwerz 125 leor hepken anezan.

Anatol Ar Braz, hanvet da gelenner e « lise » Kemper, e miz gwengolo 1886, a reas anaoudegez gant An Uhel, kerkent m’arruas er gêr-ze [1]. Dioustu e teujont da veza mignoned vras, rak o-daou o devoa ar memes karantez evit kanaouennou ar bobl. An Uhel a gemeras Ar Braz da genlabourer evit al leor Soniou a c’hoantae bepred ober moula. Evit pinvidikaat an eost o doa dastumet, pep-hini diouz e du, e rejont eun dro a-gevret (gwengolo-here 1888). Goude e stagjont gant dourn-skrid al leor Soniou Breiz-Izel : ouspenn troïdigez meur a son, Ar Braz a reas, e galleg, eur c’hent-skrid talvoudus-tre, evit al leor, a voe embannet e ti Bouillon, embanner-leoriou e Pariz (1890 ha 1891).

E miz genver 1890, e voe roet d’An Uhel ar groaz a enor [2]. Chom a reas dizeblant dirak an enor-ze, daoust ma oa dleet d’ezan, evit e leoriou bet kurunet an eil war-lerc’h egile gant an « Institut » ; evit e oberou all talvoudus bras d’al lizeradur breton, hag evit e vuhez gouestlet holl da glask kanaouennou ha kontadennou hon bro Breiz-Izel. An 20 a viz genver, e skriv d’e vignon Gaidoz en devoa kaset d’ezan e c’hourc’hemennou : « Ho trugarekaat a ran evit ho kourc’hemennou. Lavaret em eus d’eoc’h e oa an dra-ze gwall zister evidon ; n’em eus ket grêt ha n’em bije grêt morse eur goulenn na dre skrid na dre c’her. An aotrounez Hemon [3] ha Renan o deus kaset ar gefridi en-dro. Ne zougan

ket c’hoaz ar seizenn ; met enseller an Akademi ha, war e lerc’h,

  1. — O skriva e reas Anatol Ar Braz anaoudegez gant An Uhel, e Kemper, d’ar mare-ze, ne reomp nemet lavaret ar pez a gred an holl. Evidomp Ar Braz a anavezas An Uhel, epad e yaouankiz e Plouillo, elec’h ma oa mestr-skol e dad, Nikolaz Ar Braz. Re hir e vefe lavaret aman war betra e tiazezomp an dra-ze. — Ar Braz digemeret e Breuriez « archéologique » Penn-ar-Bed, ar yaou 28 a viz here 1886, en devoe evit kenta paeron An Uhel ; an eil a voe A. Paban, rener gazetenn Le Finistère.
  2. — Nebeud ha nebeud e oa deut an enoriou d’An Uhel : e miz kerzu 1872, e oa bet hanvet « membre correspondant de l’Institut » ; e miz ebrel 1873, e oa bet grêt « officier d’Académie » ; hag e miz ebrel 1879, « officier de l’Instruction publique ». An enoriou-ze ne rejont na tomm na yen d’ezan : o digemerout a reas ken dizeblant ha ma tigemeras ar groas a enor.
  3. — Loeiz Hemon, depute republikan Kemper, unan eus e wella mignoned, evel hon eus gwelet, ha Felix Hemon, breur da Loeiz, d’ar mareou-ze « chef du Cabinet » ministr an Deskadurez, hag a zeuio da veza diwezatoc’h enseller-meur. Lavaromp e oa bet heman skolaer gant An Uhel, pa oa rejant e skolach Kemper.