Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/20

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
XVIII

ne voe moulet, ar wech-man, nemet 500 leor, e-lec’h 1.000 evel ma oa bet grêt gant an hini kenta.

O veza ne felle ken d’ezan goulenn ma vije adnevezet e gefridi, nag ivez mont da rejant en eur skolach bennak, marteze pell diouz Breiz-Izel, An Uhel, hep micher ebet, a zigemeras ar plas a c’hazetenner republikan [1] a voe kinniget d’ezan e Montroulez. Eus an Oriant (29 a viz kerzu 1873), e skrivas d’eur mignon, an Aot. Allier, d’ar mare-ze kelenner e skolach Montroulez, da lavaret d’ezan penaos ec’h intente eur gazetenn vrezonek grêt evit ar bobl. Siouaz ! pa voe rener ar gazetenn-ze, adalek miz ebrel 1874, ne gavas ket an tu da gas da benn ar menoziou-ze, poellek ha fur, rak ar politikerien, perc’henned ar gazetenn, ne c’hoantaent ober nemet politik, hag eur politik a-eneb d’ar vonarchisted ha d’an dud a iliz. D’An Uhel, hep micher ebet, e voe ret plega. Koulskoude, daoust d’al labour-ze, divlaz evitan, n’ankouaas ket e studi war al lizeradur breton hag, eur wech an amzer, ec’h embannas eul labour bennak, en o zouez ar Veillées Bretonnes, bet dastumet goude en eul leor (1879) [2].

Dre ma tremene an amzer, ar politik hag ar vicher-ze a zisplije muioc’h-mui d’An Uhel ha, pa gavas an tu, e c’houlennas eur garg a varner a beoc’h, dreist-holl e Plouaret, evit gallout kenderc’hel

da zastum kontadennou ha gwerziou. Ober a reas skoa-

  1. — En eul lizer skrivet d’an aotrou Gaidoz (Montroulez, 18 mezeven 1878). An Uhel a zigas da zonj d’e vignon penaos eo deut da veza republikan war-lerc’h an divizou o devoa bet, epad ar veaj a deir sizun a rejont o-daou (gwengolo-here 1872), dre meaziou Breiz-Izel, o vont eus eur gêr d’eben. An Aot. Gaidoz, gounezet, evel meur a zen yaouank gouiziek, d’ar menoziou republikan, a c’hounezas An Uhel. Araok, heman a oa bonapartist, evit doare : en e leor Chants de l’Epée en devoa meulet Napoleon III hag e vrezeliou ; kanet en devoa ar prins imperial nevez-c’hanet (L’Aigle, 15 mezeven 1856) ; grêt en devoa eun Arzur nevez eus an impalaer, pa zeuas heman d’ober eun dro e Breiz-Izel, er bloavez 1858. (Armor ou Napoleon III en Bretagne, gwerz embannet e 1864 hepken, met moulet e oa bet an droidigez c’hallek e 1858, e Journal d’Ille-et-Vilaine, 4 kerzu). Na vezomp ket souezet ; e Keranborn, An Uhel, epad e vugaleach hag e yaouankiz, en devoa klevet meuli Napoleon kenta hag e daoliou-kaer gant e dad, bet gwechall soudard e gward-a-enor an impalaer-ze, ha gant meur a valeer-bro a gave lojeiz er maner. — Ret eo lavaret ne reas ket a bolitikerez oberiant araok 1874, nemet marteze — ha c’hoaz ? — e 1849. Sellit ouz an notenn 13.
  2. — Moulet e voe 600 leor, met ne voe laket e gwerz nemet 500 anê ; ar c’hant all a voe miret gant An Uhel evit rei d’e vignoned. Al leor a goustas d’ezan 500 lur.