Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/172

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
146

Frans, a zo diota den a vale ; te a zo d…… aliesoc’h a wech eget a vean a zo oc’h ober da balez ! » Ma kounnaro neuze ar roue hag a lavaro : « Petra ober ? — Lakaat gori eur forn, ha teurel da wreg e-barz ! »

— Trugarez ! ha va bennoz, mammig koz !

Hag ez eus kuit kerkent.

Holl e c’hoarvezas evel m’he devoa lavaret ar wrac’h koz, hag ar rouanez a oa taolet en eur forn goret ruz, ha gwentet he ludu en avel…

— Breman, aotrou roue, a lavaras c’hoaz an aerlin, e tleit eureuji ho mab da verc’h vihan markiz Koadleger, a zo aman.

— Merc’h markiz Koadleger ! a lavaras an holl souezet.

— Ya, merc’h yaouanka markiz Koadleger, ha nann e vab, evel ma sonje ganec’h holl !

Ma voe dimezet hag eureujet merc’h yaouanka markiz Koadleger da vab ar roue Franz, hag e voe festou, dansou ha c’hoariou eno neuze, evel n’hoc’h eus gwelet biskoaz.

Ar markiz koz a voe ivez pedet d’an eured gant e diou verc’h all, hag ar re-man a eureujas prestik goude peb a brins yaouank hag e vevjont holl evurus asamblez.


————