Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/162

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
136


Met houman ne spontas ket hag, e-lec’h distrei ; d’ar gêr, en em lakaas da zorna he marc’h gant eur wialenn a oa ganti, ha kuit d’an daoulamm-ruz.

— Hola ! eme he zad, houman a yelo pell !

Hag e tistroas laouen d’ar gêr.

Pa voe arru ar plac’hig yaouank eur pennad en tu all d’ar pont, e lakaas he marc’h d’e gammed, hag e tigouezas ganti eur wrac’hig koz, daoubleget war he baz.

— Demat d’it, emezi, merc’h vihan markiz Koadleger !

— Ha d’ec’h ivez, mammig koz.

— Bez’ az pefe ar vadelez d’am sikour da dremen an dour ?

— Ya sur, mamm-goz.

Hag e tiskennas, evit he sikour da bignat war he marc’h, hag e tremenjont eur waz-dour a oa eno. Digouezet en tu all, e tiskennas ar wrac’h hag a lavaras :

— Va bennoz d’it, merc’h vihan markiz Koadleger, ha, m’az pefe biken ezomm a sikour, evel az pezo, goulenn Gwrac’h-koz an Inkonu, ha kerkent en em gavin.

— Trugarez, mammig koz.

Hag ar wrac’h a yeas kuit, ha hi a zalc’has gant he hent.

Eun tammig pelloc’h, o tremen dre eur c’hoad, e welas eur paotr o keuneuta.

— Petra ’rez aze, va faotr ? a lavaras d’ezan.

— Klask keuneud d’am mamm a zo er gêr.

— Pe hano a teus ?

— Fanch Krenv.

— Kontant out da zont ganen ?

— Pelec’h ?

— D’an arme.

— Petra eo ze ?

— D’ar brezel.

— Ah ! ya, d en em ganna, ne c’houlennan ket well ; met va mamm he deus ezomm ac’hanoun.

— Sell aze evit da vamm.

Rei a ra d’ezan peziou aour.

— Petra ’raio va mamm gant ar boutonou melen-man ?