Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/133

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Roue ar Portugal


————

Setu aman eur gaozig koant,
Ha, va c’hredit, mar hoc’h eus c’hoant,
Ne vo lâret enni tra gaou
Met, marteze, eur ger pe daou.


Eur wech e oa eur roue er Portugal hag a oa ker koant ma sonje d’ezan n’oa den ebet ker koant hag hen war an douar. Ma c’hoantaas mont da vale bro da welet hag e kavje, en eun tu bennak, eun all ker koant hag hen. N’oa ket êt a-bell, pa welas eun tort war an hent. Hag e lavaras an tort, o sellet outan :

— Sell, sell, divaloa da den !

— Petra, tort, a lavaras ar roue, c’houi ’gav ez oun eun den divalo ?

— Ya da, evidoc’h da veza roue. Met mar gallfac’h kaout ar