Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/129

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
103

ha n’en em glevent ket. Holl gerent ar roue hag ar rouanez, hag an holl bennou-bras eus ar rouantelez a voe pedet d’ar pred-ze. Gwreg an Tignouz a voe pedet ivez, met an Tignouz e voe lavaret d’ezan chom er gêr. Ha koulskoude, pa oa an holl ouz taol, ec’h arruas ivez e sal ar pred gant e votou-koad, e zilhad lous hag e dignasenn.

— Lakit al loen-se er-mêz ! eme ar roue hag ar brinsed, kerkent ha m’hen gweljont.

Ha tri pe bevar lakez a lampas warnan raktal. Met heman a dennas neuze e vouest eus e c’hodell hag a lavaras :

— Dre nerz va bouest, ma vin gwisket en prins, gant dilhad galonset-aour eus ar c’haera !

Ha kerkent e c’hoarvezas evel m’en devoa c’hoantaet, hag an holl a chomas da sellet outan, digor o genoiou gante, E wreg ’oa he daoulagad warnan ivez, hag e sonje enni he-unan :

— Hola ! eun dra bennak a nevez a zo !

Ar roue koz a bedas anezan d’azeza ouz taol, en e gichen, hag eur pennadig goude e lavaras :

— Brema e fell d’in rei va c’hurunenn d’an hini en deus gounezet an trec’h kaera war roue Bro-Zaoz. Piou en deus gounezet da genta ?

— Me ! a lavaras mab roue an Turki.

— Ha gwir ? eme an Tignouz.

Hag e tennas eun dra bennak eus e c’hodell :

— Daoust ha na ve ket ama biz-meud ho troad dehou ?… Sellet e vo ha savet ’zo unan all d’ec’h ?…

Met ar prins a blegas e benn, ha ne lavaras ger.

— Piou en deus gounezet an eil trec’h ? a lavaras ar roue koz.

— Me ! a lavaras mab roue ar Pers, met eun tammig gouatadikoc’h eget egile.

— C’houi ?… Gwelomp ha savet e ve eur skouarn nevez d’ec’h. N’hoc’h eus skouarn dehou ebet, a gredan ?… Gwelomp ha na ve ket houman hoc’h-hini ?

Hag e plegas ivez e benn evel egile, ha ne lavaras ger ken.

Ar roue koz ec’h eas droug ennan, hag e lavaras d’e zaou vab-kaer :