Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/117

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


An Tignouz pe Mevel an Diaoul


————


Eur wech e oa eur wreg paour manet intanvez gant eur mab. N’he devoa netra da veva nemet aluzen an dud karantezus, ha bemdez e renkent mont en hent da glask bara. Ar paotr, hanvet Pipi, a oa digouezet gant e zaouzek vloaz, hag evel ma kreske ha m’en devoa yec’hed, an holl a lavare d’e vamm :

— Ret e vo d’ec’h, Janed koz, ober d’ho mab mont da c’hounit e voued ; lakit-hen da baotr-saoud pe da vesaër eun tu bennak. Eur vez eo hen gwelet war ho lerc’h dre an henchou, evel eul leue.

Janed koz a lavare a-walc’h d’he mab he dilezel ; met ar paotr a oa didalvez hag a blije d’ezan ar vuhez-ze, ha ne selaoue ket e vamm. Ma oa deut an dud da zigemer fall ar baourez koz, abalamour d’he mab, hag alies, zoken, e veze kaset kuit hep tamm.

Eun deiz ma n’o devoa ket kavet o lein, e oa an hini goz o krozal d’he mab dre an henchou :

— Gwelet a rez e vemp digemeret fall dre-holl ; c’hoant a teus da welet da vamm o vervel gant an naoun ? Na deu ken war va lerc’h ; kerz da c’hounit da voued eun tu bennak.

— Ha pelec’h ’c’h in-me, mamm ?