Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/113

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
87


— Me ’m oa eur c’houfrig-bahut, ha warnan eun alc’houez koant, evitan da veza koz. Ma kollis va alc’houez, hag e lakaïs ober unan all. Pa voe grêt an alc’houez nevez, e teuis da gavout an hini koz. Setu me nec’het. Hag e c’houlennan diganec’h, danvez va fried-nevez, pe an hini koz pe an hini nevez e tlean da gemer breman ?

— Me ’gred eo mat kemer an hini koz, a lavaras an aotrou.

— Ma ! me ’zonj eveldoc’h. Ret eo d’in diskouez d’ec’h an alc’houez koz a gomzan anezan.

Hag e savas, hag ec’h eas en eur gambr vihan a oa eno tost, hag e tistroas kerkent, krog en dorn Fanch, a oa gwisket breman evel eur prins kaer, hag e lavaras :

— Setu hen aman ! Heman ’vo va fried, ha nann hini all ebet !

Hag e voe grêt an eured an deiz war-lerc’h, hag e voe eno festou evel n’em eus gwelet biskoaz, na c’houi ivez, hag e chomjont er c’hastell kaer-ze, rak ar mestr a oa êt kuit, n’ ouie den pelec’h.

Kontet gant Jakez Sesson, a Blougonver,
boutaouer-koad en forest Beffou ;
miz kerdu 1869.


————