Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/108

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
82


— C’houi, va den mat, a zo o leina aze ?

— Ya sur, mamm-goz ; mar karit ober eveldoun, ho pezo lod eus ar pez a zo.

Kemer a ra eun tamm bara digantan, hen debri a ra, hag e lavar neuze :

— Mil bennoz d’ec’h, va mab !… Me ’zo aman, triouec’h kant vloaz ’zo, ha biskoaz den n’en devoa, bete vreman, roet d’in eun tamm bara. Evit ho trugarekaat, setu aze eur serviedenn a roan d’ec’h, ha p’ho pezo c’hoant debri pe eva, goulennit ar seurt a garfet, hag en em gavo kerkent warni. Setu c’hoaz eur wialenn wenn evit mont en hent, ha pa skofet an douar ganti, e raio d’ec’h ober kant leo bep taol.

— Va bennoz d’ec’h, mammig koz !

Ha kerkent e kollas ar wel anezi.

— Daoust, a lavaras ennan e-unan, pa voe êt-kuit, ha gwir he defe lavaret an hini goz-ze ? Ezomm a-walc’h am befe eus eur serviedenn hag eus eur vaz, evel ma lavar.

Hag hen o skei eun taol gant e wialenn war an douar, ha kerkent en em gavas kant leo eus al lec’h ma oa. Ma welas demdost eno eul lochenn vihan, toet gant hesk ha raden. Eul labourer-douar a oa en eur park, hag e c’houlennas digantan troka a zilhad outan. Al labourer-douar ne c’houlenne ket gwell, rak e zilhad a oa pilhou holl, ha re Fanch a oa mat ha kaer. Mont a reas neuze da skei war dor al lochenn. Eur wrac’h koz, hir he dent evel va brec’h, a deuas da zigeri d’ezan.

— Petra ’c’houlennit, va mab ?

— Beza lojet evit an noz.

— Allaz ! digouezet fall oc’h aman ; me ’m eus tri mab ha na garont ket ar gristenien, ha, p’arrufont emberr, ho pezo chans ma na vec’h ket debret gante.

— Va c’huzit en eun tu bennak, mamm-goz ; me ho sikouro en ho labour, hag a ouezo tremen eus ho mibien [1].

Lakaat a reas anezan en eur c’hoz koufr, e traon an ti. Oc’h

aoza koan d’he bugale e oa ar wrac’h koz ; grêt he defoa soup en

  1. Tremen eus : se faire bien venir de, s’arranger avec.