— Ha kerkent a tro ann ijenn en ki, ha da redek trezeg ar gèr. — Hag ann tri varc′hadour war he lerc′h, troït en tri bleiz ! — Ar c′hi a arru da genta e-toull-dor ti Koadalan, hag a lamp ebars. Ha kerkent setu-han en den, rag Koadalan he-unan a oa. — Ann tri bleiz, deut da vea are tri varc′hadour, a chomm e-kichenn ann or :
— Re-diwezad un tammig paotred ! a lâr d′he Koadalan, euz he di.
— Poent a oa d′id ! met na euz forz, kregi a reomp c′hoaz en da golier un de !
— Gwelet a vo !
Hag hi kuit, ho zri, ha drouk en-he !
Pa digwezas Koadalan goz e ger :
— Ac′hanta ! ma zad, gret oc′h euz foar vad ?
— Ia vad ! Mill-skoed ! hag ann nask a zo deut ganen ; sell.
Ur pennadig goudé a lâras are Koadalan d′he dad :
— Warc′hoaz, ma zad, eman foar-ann-nec′h, en Montroulez, ur foar gaer, hag a vo rèd d′ac′h mont.
— Gant petra ?
— Gant ur marc′h a gavfet er marchosi warc′hoaz ar beuré, kaera marc′h oc′h euz gwelet biskoaz. Daou-vill skoed a c′houlennfet out-han, hag ho pô an-he are, met na roet ket ar c′habestr ; tolet-pled mad da se.
Ann dewarlerc′h ar beuré a kav Koadalan goz ur marc′h ar c′haera en he varchosi, vel m′hen defoa lâret d′ehan he vab, hag ec′h a gant-han da Vontroulez. Ann holl a oa souezet o welet vel ma oa kaer ar marc′h-se. — Pégement ? pégement ? a c′houlenne ar varc′hadourienn. Met pa glewent : daou-vill skoed ! a souzent holl adré.
En-bezr a tigwez aré tri varc′hadour Lanhuon.
— Pégement ar marc′h, tad koz ?
— Daou-vill skoed !
— Skoët aze, d′imp eo. — hag a em skojont en ho daoudorn. — Eomp en un hostaleri da gonta ann arc′hant, ha da eva ur bannac′h.
Mont a reont en hostaleri nesa ; ar paotr koz a ev muioc′h wit neubeutoc′h, ha setu-han mezw, ha na sonj ket goulenn ar c′habestr. Mont a ra ar marc′h gant ann tri marc′hadour, hag he gabestr gant-han en he benn. Pignad a reont ho zri war gein ar marc′h ; ma oa souezet ann holl euz ho gwelet. — A be-lec′h è ann tri diot-man ? a lârent. — Mont a rent war gè Leon, hag ar ganfarded a griè war-n-he, ha zokenn a stlapé mein gant-hè.
— Petra, tri genaouek, a lâras un den koz, sotoc′h oc′h ewit ho loen ! Diskennit daou bépred ; n′oc′h euz ket a vez ?