Pajenn:Luzel - Klemgan war varo P. Proux, 1873.djvu/5

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
49
PROSPER PROUX

Wit da digomer zo savet
Hag en eveus d’an holl lâret :

— « Prosper Proux, ur Barz ann dibab,
N’oa ket en Breiz a welloc’h mab,
Veldon, hen euz karet he vro,
He c’hanet beteg ar maro ! »

M’ho deus lâret ar Barzed koz :
— « Ganid, kenvreur ker, hon bennoz,
Kan d’imp ni darn euz da soniou,
En iez Breiz hag euz da werziou. »

Ma kanas Kimiad ha Distro
Soudard Breiz-Izel en he vro,
Ma vijenn Bars, Mouez ar c’hleier
Hag ive son ar Merc’hetaër

Kalz a re all, ha sethu c’hoarz
O klevet soniou koant ar Barz.
Bep tro larent : « Koanta sonig !
Kanit bepred, c’hoaz unanik ! »

O kaner c’huek, O Barz karet,
Wit beza da gorf douaret
Na varvo biken da hano
Ha tud Breiz bepred a gano

Da soniou koant ha da werziou
War an hentjou, er pardoniou,
Ha Bombard Kerne vo meulet
Keit vo ur Breizad war ar bed.