Pajenn:Luzel - Iann Kerglogor, 1891.djvu/22

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 20 —


III.


Me selaoue ar c’honter mad,
Sioul, ha warnhan ma daoulagad,
Ha ’pâd ann noz, e varvaillou
A welenn c’hoaz, em hunvreou.

Ha brema, pa’z on deuet coz,
E sonjean c’hoas en-he, beb noz,
Em gwele, pa ne gouskan ket,
Gant keuz d’an amzer tremenet.

Hac em eus bet laket em penn,
Kent ma vefont marw da vikenn,
Dastum ar gwerziou, ar c’hontou,
Hol blijadurès hon zadou.

A gaver c’hoaz, miret en penn
Ar-re n’ouzont scriva na lenn,
War ar maezou, en tier plouz,
Lec’h ’vev tud simpl, pell euz an drouz.

Epad tregont vloaz, pe war-dro,
Em-eus ho c’hlasket dre ar vro,
Hac emaint breman en levriou
Lec’h e vevfont hir amzeriou.

O contou coz, gwerziou, soniou,
A chalm tud Breiz, ’n ho nozveziou,
Magadurès skiant ar paour,
C’hui ’zo cant gwech well’ ’vit an aour !

Nac a boaniou ’c’h eus consolet,
Poaniou ar c’horv pe ar speret !
Contou burzudus hon zud coz,
Warnoc’h e roan ma bennoz.


Plouaret, miz Gwengolo 1891.