Pajenn:Luzel - Iann Kerglogor, 1891.djvu/20

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 18 —


En eur gir, evit diverran,
Rac hir a-walc’h ê ar gauz-man,
Goude calz a boan, a labour,
Daoust d’ann heol, d’ar scorn ha d’ann dour.

Sicouret gant an tri loen mad,
A deue, p’ho galve, timad,
Hac hen tenne a bep pleg fall,
Hac hen mire euz a bep gwall,

E teuas a-benn, evurus,
Da dapoud al loen burzudus,
Ha d’hen degas, ’n he gaoued aour,
D’ar Roue coz, ar monarq paour.

Ar Roue, kerkent m’hen gwelas,
A savas e benn, a c’hoarzas,
Ha pa hen clevas o canan,
Em lacas da ganan gant-han.

Ha setu-han leun a iec’hed,
Laouenn hac evurus-meurbed.
Ar mesaër, ar zun warlerc’h,
Eureujas ar brincèz he verc’h.

Hag e-pad eur miz penn-da-benn,
A oe festou, goeliou laouenn,
Coulz d’ar paour ’vel d’ar pinvidic,
’N eur gir, eun eured magnific.

Ma zad coz a oa keginer,
Ha me a oa o treï ar ber,
Em boa bet eun tamm, eur bannac’h,
Hag on deut aman d’gonta d’ac’h.