Pajenn:Luzel - Iann Kerglogor, 1891.djvu/16

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 14 —


Ar Roue coz a lâr neuze :
— « Rèd è d’in caout al labouz-ze !
« D’ann hini hen kavo, ma merc’h,
« Ma muia caret, coant ha gwerc’h ! »

Ha setu a-neuze kerkent
Tud a bep rum da vont en hent,
Ha princed ha generaled,
Labourerrien, artisaned.

Mès allas ! nicun na distro,
Rac hol e cavent ar maro ;
Hac ar Roue ’zo clan bepred,
Hac an hol a zo glac’haret.

Neuze, eur mesaër bihan
Euz eun ti-plouz a-draon al lan,
Melen e vleo, lemm e lagad,
Hec’h a ive, ar paotric mad.

Evit sicour he gerent paour,
A garrié dreist arc’hant hac aour.
Kimiadi ’ra euz ar Roue,
Ha mont neuze, en gracz Doue.

He dad ’ro d’ehan pemp guennec,
Hag e vazic dero pennec ;
He vamm ’ro eun dousenn crampouès,
Ha c’huec’h vi poaz, euz he folèz.

Bale a ra, bale a ra…
Calonec, heb aon a netra ;
Aliès e tremen ann noz
En eur parc, pe eur gleuzenn goz.