Pajenn:Luzel - Iann Kerglogor, 1891.djvu/12

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 10 —


Sant Weltaz, patron ar chass clan,
Sant Tudi ha sant Laouenan,
Sant Herbot, ’ra sevel dienn,
Sant Gwenole ha santez Gwenn ;

Sant Gily ive, gand he c’had,
Sant Thégonnec, ’ra charread
Hol veinn e di gant eur bleiz loued,
Hen defoa he azenn debret.

Calz c’hoaz a re-all, rac sent Breiz
’Zo dre-hol anezhe a-leiz,
Ha ’vit peb clenved ha peb poan
Ar c’horf, ar speret, ’zo unan.

Goude ar révu tremenet
Hac ar buheou caer canet :
— « Kerglogor, c’hoas eur gontadenn,
« Da ober c’hoarzin, pe aouenn :

« Geanted ha cornandoned,
« Ha tud bet troët en loened,
« Magisianed, sorserrienn,
« Tud-bleiz, dragoned a zeiz penn ;

« Prinsed ha prinsezed feyet,
« En eur c’hastell en er dalc’het,
« En eur gir, ann hol burzudou
« A laca ar bopl ’n he gontou. »


II.


Neuze, eur c’hef-tan en he dorn,
Kerglogor a dâne he gorn ;
Ann hol en-dro a dave-mic,
Ha goude menna eun tammic :