Mont d’an endalc’had

Pajenn:Luzel - Iann Kerglogor, 1891.djvu/10

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 8 —


« — Roët ho pâz hac ho sac’h lezr,
« Iann goz ; gwall rust ê ann amzer ;
« Deut da domma etal ann tân,
« Da c’hortos ma vô aozet coan. »

Hac a-neuze ma daoulagad
War e zac’h lezr ’vize dalc’hmad,
Rac eno e oa tensoriou
A daolennou, gwerziou, soniou.

Goude coan hac ar pedennou,
Vize tennet an taolennou
Euz ar zac’h lezr, neuze kerkent :
Hon Zalver, ar Werc’hèz, ar zent.

Hac eskibien, hac ebestel,
Hac a bep seurt tud a vrezel,
Hol liwet coant ha renket mad,
Plijadurès hon daoulagad.

Hag ann den coz a gomze stard,
’Vel eur general d’eur soudard,
Hac e c’hounee ar victoar,
Carguet a enor hac a c’hloar.

Neuze, cane d’imb buheou
Ar zent coz Breiz, ho burzudou :
Sant Efflam, santès Henori,
Sant Tual ha sant Goneri ;

Ha sant Ervoan, mignon ar paour,
He garantez gwelloc’h ’get aour,
Ha sant Hervé, ar c’haner dall,
Sant Kirec, ha cals a re-all ;